AR C'HENTELIOÙ BREZHONEG

 

 

 

 

 

 

 

Meur a live a vez kinniget ganimp:

 

 

 

- Live 1 (deraouidi): evit an dud hag o deus c'hoant da gaout un tañva deus ar yezh.

- Live 2 (fals deraouidi): goude ur bloavezhiad studi pe evit ar re a oar brezhoneg un tammig, evit mont pelloc'h.

 

- Live 3 (etre): goude daou vloavezhiad studi pe evit ar re a oar brezhoneg mat a-walc'h, evit mont pelloc'h c'hoazh.

 

- Live 4 (gouest da gomz med gant poan c'hoazh): goude tri bloavezhiad studi, evit peurechuiñ e zeskadurezh.

 

- Live 5 (barrek)

 

 

Ar c'hentelioù a vez graet d'ar meurzh pe d'ar yaou da 6 eur 30 da noz, diouzh amzer vak ar gelennerien. Implijet e vez an hentennoù "Ni a gomz brezhoneg" hag "Oulpan".

 

 

 

 

 

DISTRO-SKOL 2016-2017 AR C'HENTELIOÙ BREZHONEG: DALC'HET E VO D'AR MEURZH 27 A VIZ GWENGOLO, 6 EUR DA NOZ