AR BEAJOÙ
Div pe deir gwech ar bloaz e vez aozet pourmenadennoù un hanter-zevezh-pad, pe veajoù un devezh-pad e mis Here, mis Ebrel pe vis Mae.
Dre-se eo bet lakaet ar pal ganimp reiñ da zizoleiñ d'an dud glad naturel ar vro pe an tisavouriezh e Breizh.
Kinniget e vezont pe e stumm kenweturaj, pe e vez feurmet ur c'harr-boutin.
E-kerzh beaj ar c'hentañ a viz Gwengolo 2011, hag-eñ bet kaset gant Celestin Ar Rouz, hon doa gallet dizoleiñ korn-bro Benac'h, Kreizenn Voadel Deskoni ar Stêr, milinoù-paper Vallee, Chapel Lokmaria, bez Lady Mond, an ti-gwispidoù.
Beaj o tont:
ur baleadenn e karr-noutin zo war ar stern hag a vo aozet d'ar meurzh 8 a viz Mae war-zu Terenez (pont kozh ha pont nevez), Landevenneg, gourenez Kraoñ.
Resisadurioù a vo roet deoc'h a-benn nebeud dre bostel, dre lizher ha dre ar c'hazetennoù.
Evit lakaat hoc'h anv pe gaout muioc'h a ditouroù, kit e darempred gant:
An intron Armelle Savina - 3 straed Châtel Renault - 22190 Sant-Laorañs - Pellgomz: 02 96 73 20 87
pe:
An intron MX Poulain - 5 straed ar mor - 22190 Plerin - Pellgomz: 02 96 33 16 94
Ce site a été conçu avec Jimdo. Inscrivez-vous gratuitement sur https://fr.jimdo.com